|
|
Philippe Camby
KONTADENN AN TEÑZOR A FAOTE DEZHAÑ MONT DA GUZHAT
|
|
|
| Ur wezh e oa un teñzor hag a ouie e oa kement ha kement a dud o doa c’hoant da gaout anezhañ ken e tivizas mont da guzhat. Skuizh e oa gant c’hoantegezh an dud. Ar re bishañ, ar re wallc’hoantek, ar re na oant ket brokus eo a veze sachet gantañ : an holl dud o bizied kamm hir a oa prest da lakaat o c’hrabanoù warnañ, da werzhañ, da gemer anezhañ pe c’hoazh da laerezh ha da serriñ anezhañ e-barzh koufroù teñvaloc’h, duoc’h ha koachet donoc’h an eil re evit ar re all ; an holl dud, en gwirionez, a yae o emgarantez war greskiñ ken buan hag o finvidigezhioù, hag un ene vil-spontus dezhe. |
|
|
Soñjal a rae : « Gant ma stumm lufrus eo sachet an dud-se. Ne vez ket soñjet, gant hini ebet dioute, el labour guzh hir a zo bet graet gant ma maeronezed, boudiged an douar, boudiged al loar ha boudiged an heol, a-benn sikour ac’hanon da vezañ pezh on. Ne blij ket an dud-se din. En em reiñ a rin d’ar re baour, pa ’m eus bet gwelet mat e vez digor-bras o daoubalv alies ha naet o daouarn. Sellet a reont ouzhin gant plijadur. Flourañ a reont ac’hanon gant douster. Dont a ra al levenez en o daoulagad. Dav e vefe dezhe bezañ perc’henn warnon dre guzh. Hep ma c’hellfe ar re binvidik goût, pa ’laerfent ac’hanon e mod-all. »
« Met penaos ober evit bezañ kuzhet ? », en em choulenne an teñzor.
|